Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/25

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23


Quamdoque bonus
Dormitat humerus.
Ha credabl eo e ve en ty
Eur plac’h contant da zemezi,
Hac e ve êt qeit-se ar brud,
Hep ma ouffe netra ho zud !
Pa ho clevàn evelse o parlant,
Me vel oc’h eus calz a dalant,
ha têod mad, ha descadurez,
ha calz inzign ha mil adres ;
Ec’h ouzoc’h mad forji guêyer
Evit tremen ervad an amzer,
Hac e fell dêc’h, gant ho latin,
Hon amuzi-ni da c’hoarzin ;
Mes, hac e vec’h-hu avocat,
Pa noc’h eus qet dêc’h ar gos vad,
Me a esper dont d’o fêza,
Hac a c’hoarzo da ziveza.
Ridebit bene
Qui ridebit in fine,
Abars ma refot dìn-mo plega,
E scuizot sur c’hoas en ho sa.
Sellaouit ervad, va c’homper,
pec’het bras eo coll an amzer ;
Eur poent a zo evit pep tra,
Ha bremàn eo poent finissa.
Diou vech e meus bet goulennet
Ac’hann ar plac’h a eured :
C’hoas daou c’her all : diou vech anter ;
Decidomp buan an affer.
Eur vech, diou vech, anfin, teir güech ;
Cetu me bremàn direbech.
Roit din-mo bremàn ar plac’h,
Pe e zàn en hent gant va zac’h.
Ar banqet a zo preparet,
ha bezit sur e vo dêbret.