Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24


Goude qementse ni a velo
Pe c’houi pe me eo a baeo.
Ar pez a ra dìn differi,
Eo an ezom eus anezi ;
Rac ouspen ma zeo eur plac’h coant,
Leun a furnez hac a sqiant,
Eo dilijant en e labour,
En peb amzer prest d’am zicour ;
Mes mar oc’h eus-hi decevet,
Ha dija en em bromettet,
Allas ! ho c’halon a ve eno
Hac amàn a enep he meno.
Allòn, dont a ra em memor
Oc’h eus grêt dìn calz a enor
D’am pedi da vont d’ar banqet,
Hac oc’h eus bet memes pedet
Qement zo em c’hompagnunez
Da vonet ivez assambles.
Eh bien ! eno en eur banne güin
Me a veuzo va oll chagrin,
Hac a lavaro coulz hac eun all :
An affer-màn n’en dêo qet fall ;
Rac-se, evit en em accordi,
pa viot prest, deut-ta en ty.

Complimant d’ar Vreg-Yaouanq.

Debonjour dêc’h-hu, plac’h Nevez,
Me ho salud gant levenez.
N’en deo qet va c’hondition
Dont amàn dêc’h-hu da sermon :
Lezel a dleer qementse
Gant an nep o deus antorite.
Mar plich ganêc’h dont d’an ilis :
Eno ar bêleg, hervez e ofiç,
A explico dêc’h an oll zantelez
Demeus ar Sacramant a Briedelez,
Hac an oll obligationou