Pajenn:Ledan - Rimou ha Goulennou.djvu/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5



Amàn e peder ar Bederien da antreal en ty ha da zevel ouz taul.


Ar Plac’h Yaouanq.


Silanç eta, Compagnunez,
Ma parlantìn evit ar plac’h a Zevez.
Dre ma zavàn ebars em za,
Excus diganêc’h a c'houlennàn.
Mari Lipiq e deus va feded
Da eva eur banne d’e yec’het.
peb action gaër, pa er gràn,
Dre Sin ar Groas er gommançàn :
En hano an Tad, ar Mab, ar Speret Gloan,
Tri Ferson distinct en unan :
Da Zoue ar zalud da guenta,
An eil d’an ltron Varia,
An drede d’ar Zent ha d’an Æle,
Dêc'h-hu, compagnunez enorabl, e presantàn 'r bevare,
Evit ar boan oc’h eus bet,
E zàn da rei dêc’h peb a voqet,
Pini a meus dastumet er Jardin a Eden,
En eur c'’haread fleur, pa voan enni o pourmen :
Da guenta d’ar Vêleyen o roàn ar bec’herien,
Dre ma zint o Fastoret hac o Gouarnerien ;
Goude d’an Dud-Chentil ha d’an Noblanç,
Pa e meus an enor da barlant en o fresanç ;
E roàn ar gurunen spern
A zougas Mab Doue, p’or prenas eus an ifern,
Evit ma teuyo da biqat o ene,
Ha ma vezint ferm da zouten ar Fe ;
Dêc’h-hu, tud demezet, ezac’h ha graguez,
E roàn ar vezen a vuez,
Rac en deillou me meus bet remerquet
Ar c’homzou precius ens ar baciantet.
Ha c’houi, goazet yaouanq, m’ho ped da imita
An Autrou St-Joseph, pa voa var ar bed-mâ.