Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/192

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


E-touez ar barzed ema ann aotronez Kermarker, barz Breiz ; — ann abad Herri, barz ann Aviel ; — Troude, barz ar vugaligou ; — Kemar, person ha barz Sant-Laurans, — Ar Iann, barz Koad-ann-Noz ; — Milin, barz Laouenan-Breiz ; — Rannou, barz Roc’h-Allaz ; — Joubioux, Eskop enn Itali, barz Sant-Gwen-eal ; — ann abad Klec’h, barz Rungolven ; — Kaourintin Thomas, barz ann Tour-Tan ; — Prosper Proux, barz Kerne ; — ann Hegarad, barz Plouek ; — I.-P.-M. Ar Skour, barz Itron Varia Remengol ; — F.-M. ann Huel, barz Ker-ar-Born ; — Olier Souvestr, barz Mene-Homm ; — breur Polikarp, barz Plouian ; — Poullaouek, kure Laudevennek, barz Sant-Gwenole ; — Karis, person Plougras, barz Mene-Bre ; — ann abad Guiterel, barz ar Blaved ; — ann abad Hingant, barz Sant-Efflam ; — ann abad Jonkour, barz Plougonver ; — Guernisson, barz Keravel, ha kalz a re all ho deuz gret eunn niver braz a werziou hag a zoniou kaer.

« Kanit anezho, Breiziz, rak beza int gwerziou,
» Gret gant skiant ha kalon ha gand gwel vad komzou ;
» Gred int e brezonek mad, nann, e kos brezonek,
» Evel ar re zo kalz re e brezonek-gallek. »


————


ITRON VARIA REMENGOL


————
Iliz burzuduz ann Itron Varia Remengol, savet gant ar roue Gralon, goude ma oa beuzet ker Is.


Enn eskopti Kerne, el lec’h m’ema breman mor Douarnenez, e voa gwechall eur ger vraz-meurbed, hanvet Is,