Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/194

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



Eur voger ledan hag huel, gand skiuzou houarn, he difenne diouz ar mor. Er ger-ze ne welet, e-touez ann dud pinvidik, nemet dizurz, gwall-skouer ha fallagriez.


Gralon a chome neuze enn Is, a voa roue Breiz-Izel. Bet e oa brezelier enn he iaouankiz, ha rust e-kever he dud. Enn he gozni a-vad, sklerijennet dre ar feiz kristen, e teuaz da veza dinoaz evel eunn oan. Hirvoudi a rae aliez, war dizursou Is, ha war ar vuez dirollet a rene he verc’h, ar brinses Ahes, gant ann noblans iaouank a ger, ha deuz ar vro hanvet hirio Ker-Ahes, pehini a voa d’ezhi a leve.


Enn amzer-ze, e oa ive e Breiz-Izel daou Abostol santel, daou vignon da Zoue, sant Kaourintin, kenta eskop a Gemper, ha sant Gwenole, kenta abad euz a Landevennek. Aliez ho devoa prezeget er ger a Is ha gourdrouzet ar roue Gralon, eun abek d’ann droug-oberou, d’ann torfejou a veze gret bemde, enn palez he verc’h iaouank ; hogen goab a reat anezho, hag ar roue, dinerzet dre ann oad, n’en devoa muia c’halloud evit trec’hi ker braz dizursou.


Doue a skuizaz ive o welet Is kaledet enn he fec’hejou, hag a roaz da anavezout da eal Breiz-Izel, he vignon Gwenole, e vije beuzet hep dale-pell ar ger-ze gant ar mor,