Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
6
TELENN REMENGOL
Ha dre ma sone ann delenn,
E sao diraz-oun eur skeudenn,
Skeudenn wenn-kann sant Gwenole,
A gomz evel-hen ouz-in-me :
« Setu telenn aour Remengol,
» Dilezet aman gant ann holl ;
» War ann delenn-ma Kaourintin,
» Gralon, Herve, Efflam, Trifin,
» Gwenole, Primel ha Gweneal,
» Barzed Breiz, enn amzer gwechall,
» D’ar Werc’hez a gane gwersiou,
» Ha da sent Breiz meuleudiou.
» Barz, kemer telenn Remengol,
» Son gant-hi ha lavar d’ann holl,
» Lavar ar burzudou zo bet
» E Breiz, enn amzer dremenet. »
Rak-tal e nijaz ar skeudenn,
Ha me da zon gant ann delenn.
Landevennek am euz kanet,
Bro ar zent hag ar rouaned,