Evel Jezuz war he groaz, e westlaz, kent mervel,
He vugale d’ar Werc’hez, patronez Breiz-Izel ;
Ha gant feiz hag esperanz, seder evel eunn El,
He ene gwenn d’aiin envou a nijaz enn eur sell.
Pa oe klevet ar c’helou er pevar c’horn a Vreiz,
Kalon ann dud a fraillaz, gant glac’har en ho c’hreiz.
Ann holl a wele dourek, o krial gant anken :
Allas !… maro eo hon tad, maro ann Escop Gwenn !!!…
Beleien ha tud ar bed ha c’houi peorien Jezuz,
Intanvezed, minored, c’houi holl dud maleurus,
Kollet hoc’h euz ho mignon, ho pastor hag ho tad,
Evid-omp-holl, Bretoned, ô pebez kalonad !
’Vel eur zant en deuz bevet Joseph-Mari Gravran,
Evel eur zant eo maro, Doue a ioa gant-han ;
Ann holl a lavar eo sant : vox populi vox Dei.
Gloar da Zoue ! mouez ar bobl eo ive he hini.
Enn deiz ma oe diskennet enn ho wele douar,
Ar bobl a Gemper, beuzet enn eur mor a c’hlac’har,
A zougaz he gorf santel e kear dre ar ruiou,
Hag ann dud keiz a heulie hag a skuille daelou.
Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/54
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
32
TELENN REMENGOL