Pajenn:Lescour - Telenn Remengol.djvu/60

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
38
TELENN REMENGOL


STEREDENN AR MOR
————
D’ann Aotrou BALDINI, Chalouni, Person Rosdren
————

Ave, maris Stella !


War don : Kantik ar goumunion.

Salud ! steredenn ar mor, patronez Breiz-Izel,
Salud ! Gwerc’hez Remengol, Gwerc’hez teir gwech santel ;
Salud ! Gwerc’hez Remed-holl, mamm vad ar Vretoned,
Enn env, er mor, enn douar, gloar, enor d’hoc’h bepred !

Ia, salud d’e-hoc’h, Gwerc’hez, salud gant karantez,
Rouanez vraz ann Arvor, rouanez ann elez !
C’houi a zo er Baradoz, gant ann Dreindet o ren,
N’hoc’h euz a-zioc’h ho tron nemet Doue hep-ken.

O Gwerc’hez muia karet, merc’h ann Tad eternel,
Choaset ’vit mamm hor Zalver a-rok dont da c’henel ;
Enn despet fazi Adam, c’houi zo bet konsevet
E korf glan santez Anna, er mez a hep pec’hed.