Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
EUR VAMM HAG HE BUGEL
————
DA VA MAB KER, POL-MARI AR SKOUR
————
War don : Ni ho salud, Steredenn vor !
Doue Gralon ha Gwenole,
Taolit eur zell a drugare
War va bugel nevez ganet,
Evit ma ho karo bepred !
D’e-hoc’h her gwestlann, o va Doue !
Da Werc’hez Remengol ive ;
Hi eo rouanez ar bed holl,
Hi a viro na d-ai da goll.