Pajenn:Luzel - Ann Napoleoned, 1875.djvu/2

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
LE FINISTERE.

ANN NAPOLEONED
Petra ho d-eûs grêt euz ar Franz ?


(Eil Pennad).
————

Ar Republik, kresket euz an holl vroïou a zo en tu ann hanter-noz (nord) euz ar Rhin ha meneziou Alp, a dalc’he neuze penn da-benn ann ter ster vraz (les trois fleuves) ann Escaut, ar Rhin hag ar Meuse : goneet e defoa holl douarou Bro-C’hall goz, bro ar Gallaoued hon zadou koz. Biskoaz hon rouanez koz, nemet Charlemagn, n’ho defoa bet grêt kement-all. Ha kement-se holl e defoa grêt evel dre nerz, ha nann hervez he c’hoant, rag na glaske ket ar brezel.

Ann Autrich, Bro Saoz hag ar Russi a gouezas a-nevez war ar Republik, evit hi mouga, met ar Republik a drec’has adarre varnezhe, er Suiss hag er Holland.

Setu eta pere ez oa harzou pe frontieriou ar Republik pa reaz Napoleon kenta he dol hanvet ann 18 brumaire, dre behini e tiskaras al liberte hag ar Republik, hag a oe grêt Consul, ha goude Impalaër. Ar Republik, pa varvas indan he doliou, a leuske gant-han harzou pe frontieriou ar Rhin hag ar meneziou Alp.

Gwelomp brema petra hen eûs grêt anezhe.

Ar Franz, braz evel ma oa, na defoa ken nemet un dra da ober : mirout he douar ha labourad en peoc’h da veza karet gant tud ar broïou nevez staget out-hi.

C’hoantaad gonid c’hoaz broïou all en tu all d’ar Rhin ha da veneziou ann Alp hag ar Pyrénées, ez oa, hep mar, redek d’ar c’holl ha d’ann dismantr (à la ruine).

Ha koulzkoude setu petra a eure Napoleon kenta. Na welas ket klêr petra a dlee da ober evit mad ar Franz. Napoleon kenta a oa, hep mar, ur jeneral hag ur brezeler braz, den na lavar nann, met na oa ket ar pez a lavarer un politik braz. Bars ar politik, evit beza braz, ez eo red da genta beza fur, ha Napoleon na oa nemet un hunvreer. Braz a oa he hunvreou, hep mar, met hunvreou ez oant bepred. He hunvre kenta a oe c’hoantaad sevel ur monarchi, da lavaret eo beza mestr he-unan en Franz ar Revolution. Gwelet a eure mad penaoz gant ar peoc’h, al liberte hag ar Republik a zistroje. Setu perag e c’hoantaas ober ar brezel. Na gave ket ar Franz braz a-walc’h, hag e lakaas en he benn hi brasaad c’hoaz goude ar Republik. Bet ez oa en amzer goz un Impalaër hanvet Charlemagn, pehini a astenne he c’halloud war ann Allemagn, an Itali hag ar Spagn. Bet ez oa en amzeriou koz un Impalaërded ann hanter-noz, pe Empire d’Occident, evel ma ve lavaret en gallek, hag an Impalaerded Romen, l’Empire romain. Ma c’hoantaas Napoleon ober a-nevez evit-hann ann empir romenn, hag empir Charlemagn. Na welas ket penaoz, en amzer ma vevomp en han, pep nation, pep pobl, hen eûs c’hoant da veza mestr en gêr (chez soi), hag ann holl nationou a em dastum buhan eneb ann hini a c’hoanta ho lakaad dre nerz indan he c’hourc’hemen hag he lezen.

Napoleon a em c’hreas roue ann Italie, hag e lakaas he vreur kaer Murat da roue en Naples. Harper, pe protector ez oa ive euz ar Republik ar Suissed. Komer a eure darn euz a Allemagn a ann hanter-noz (du nord), hag e lakaas unan he vreudeur da roue er Westphalie, hag unan all da roue er Holland. Ar Spagn a oa bet ato a du gant-han (son alliée) ; ha koulzgoude e lakaas dre nerz unan all he vreudeur da roue er Spagn.

Harzou pe frontieriou ar Franz a oa bet pellaët bete Rom ha Hambourg. Frontieriou an empir a oa pelloc’h c’hoaz, ha bemde o pellaënt. Ann nationou, ar boblou, pere ho defoa peurvuia digomeret mad armeou ar Republik, a deuas da em sevel, ann eil goude egile, eneb da Franz Napoleon, hag e teuas an amzer ma em gavjomp hon unan eneb ann holl.

Ann holl a oar penaoz e kouezas Napoleon kenta. Lavaret a zo bet aliez panaoz ann dru-