Pajenn:Luzel - Armor ou Napoléon III en Bretagne, 1864.djvu/14

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


XII.


Med eûnn deiz eûnn drouz vraz a deù ous tù ar mor,
Brassoc’h ewit biskoas, douget war an awell.
— « Setu da-vad an deiz ! » ’lavar kerkent Armor,
« Arzur, leûn a vuhe, ’deù d’hor kass d’ar brezell ;
« War-sao ta, paotred Breiz ! war-sao, holl dud ar c’hoad
« Al lannek, ar menez ; war-sao, holl baotred-vad !


XIII.


— « Selaouet !… Pe c’hàno a lavar ar rec’hell
« Skoët gant ar moueziou a deù dreist al lannek ?
« Napoleon ! — ’lavar ar meneïer huël :
« Napoleon ! — goude ’lar an draonïenn meïnek.
« Holl man en levenez en drò-ma Breiz-Izell ;
Ia, setu deûd an deiz a c’hortoënn a-bell ! »


XIV.


Ha ma sav eûz hi vez, gant hi zrem rust meurbet,
Hi vàro gwenn ha hirr, hag hi vleo war hi skoas,
Ha d’an Impalaër ’r ghiz-man hen deûz komzet,
Hi dorn war hi gleze : — « Oh ! na n’è ket marw c’hoas
« Armor, gant hi baotred kaled eûz ar menez !
« Setu-int diredet ! — petra ’so a newez ?