Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Ha war beb skour oa eùn evnik,
O kànan enò he zònik ;
Hag ann awell ez oa kloùar,
Ann oabl ken glaz uz d’ann doùar ! —
Klewet duhont al laouenan,
Hag aman eùn drask ò kànan :
Goude eur goanv ken didruez,
E kavont gwelloc’h ar vùez. —
Duhont enn heol, war ar c’hlazenn,
’Vel ma lamm ann oanigou gwenn !
Ha pelloc’h eùn eubeul bihan
A red, red, beteg koll àlan ! —
Mès ma c’halon, ken trist dec’h c’hoaz,
A gavé ken poùner he groaz,
Perag iwe m’eò ken laouenn,
Prest da gànan eur ganaouenn ! —