Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Rei a rà ’n ez-han d’he mabik,
Hag e lavar : — « Dàlet, Iannik,
» It, da Vamm Doue hen gwestlet,
» Prest goude iac’h en em gavfet. » —
Iannik ’gemer ar galon goar,
Hen gwestl d’ar Werc’hez, hag he làr : —
— « Gwerc’hez Vari, c’hui zò ken glan,
» Me fell din làret dec’h ma foan : —
» ’Deiz pardon Zant Pezr e weliz,
» Dirag ar Zant, en he Iliz,
» Marc’haridik… ’Vel ma oa kaer !
» Ha me n’oàn med eur messaër ! —
» Gwerc’hez Vari, Mamm druezuz,
» Mamm da Doue holl-gallouduz,
» Nòz ha dé, keit ’vezinn er bed,
» Me vò klewet ò lavaret : —