Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ANN ABARDAEZ
EN EUN TIEGEZ, EN HANV.
————
Setu ann abardaez ! ann heol ’zò vònt da guz,
Diskenn ’ra dreg ar roz, hag hen ken ruz, ken ruz !
Tòm vò aré vvarc’hoaz, krazan a raï ar foenn,
Ha darewi ann ed ; n’eùz ket eur goummoulenn.
Ar ier ’bign war hò c’hlud, ha setu ar vatès
O walc’hin ar gaòter : n’ vò ket a batatès
Da goan, med iot-ed-dù : ar mewell louenn vraz
’Deù duhont, war he gein gant-han eur beac’h ieot-glaz. —
— « Laouik, it-c’hui d’ar park, da vouit ar zaout raktal ! » —
Hag ar paotr zaout da vònt kerkent en em strakal
He skourjez dre ann hent, diskabel, diarc’henn,
Hag ò tremenn ar c’hoad, e kàn eur ganaouenn.