Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/144

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Setu eur bagad zaoùt ò tònt d’ann traon d’ar reed,
Ha Laouik war hò lerc’h : — selaouet, me hò peed,
’Vel ma strak he skourjez, ’vel ma c’halv peb-unan
He zaoùt dre he c’hanò : — ann dù, ar vriz, ar voan.

— « Pe-lec’h it-c’hui dùzè ? A-raog, a-raog, penn-gwenn !
» M’hò tigassò duman ! hastet ta, ar velenn !
» Ha te, tarò ar foeltr ! me as tiskò, loen-fall,
» Da dont da enebi evel-sè ar rè-all !

» It holl d’ann dour d’al lenn ! » — hag ar zaout ò vlejall,
Laouik, gant he skourjez hag he vouez ò skrijall,
Hag ar mòc’h ò c’houlenn hò c’hoan eùz ar vàtes,
Setu ’r muzik ’glewer en dro d’eùn tiègez ! —

Setu ò tònt d’ar gèr breman ar mewelienn :
Darn a zò falc’herrienn ha darn-all mederrienn,
Hag holl int skuiz meurbed : a-baoue ’r beuré-mad
E-maint dindan ann heol ò vèdin, ò falc’had. —