Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/156

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


War ann hent ’gass d’ar bourk ’kànè ar véleïenn,
Ha me c’heuillè iwé dré ’r parkou penn-da-benn :
Ann daerò a strinkè stank eùz ma daoulagad,
An drez a diròge ma zreid ha ma dillad.

En pàd ann òferenn, pa oa ’r c’horf en iliz,
En penn ann aoter-vraz, ’wit pedi, ’taouliniz ;
En penn ann aoter-vraz ez oùn bet daoulinet,
Ha war ma dousik koant gwalc’h kalon ’meuz gouelet.

Ha pa oa en douar he c’horf paour diskennet,
Beteg ann anter-nòz war ar bez oùn chòmet,
’Oùn chòmet war he bez, da bèdi, da ouelan,
Ma c’hoantaën he c’heuill ha mont eùz ar bed-man.

Hag am eùz goulennet neuzè digant Doue
M’he gwelljenn c’hoas eur wech, ’vel pa oa en bue,
M’he gwelljenn c’hoas eur wech ha ma komzje ouzin,
Neb-zè, ò ma Jezuz, gant glac’har e varwin ! —