Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/158

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Na pa oan ò retorn d’ar gèr eùz ar verred,
Ar marò ’n em c’halon, eur skeùd am eùz gwelet ;
A weliz eur skeùd kaer, ’vel ma saven ar ròz,
Ha drem-doztik dar ster, war drò ann anter-nòz.

Hag é sklérijenné ’vel ann heol beniget,
’Bars ann newez-amzer, ò para war ar bed :
Evel Genovefa ’oa gwisket holl en gwenn,
Hag e c’hoarzè ouzin, hag e laraz ’vel-henn :
 
— « Tawet, ma dous Kloarek, tawet, na ouelet ket,
» Me ’zo bet gant Doue lamet di-war ar bed
» Ewit hon mad hon daou, ma vefet bèleget,
» Ha bars ar baradoz ma hellfomb ’n em welet. » —

Neuzé pignas d’ann Env, ken kaer hag ar stered,
Ha ma c’halonik paour kerkent oe frealzet.
Ioul Doue da vò gret, dre-holl ’man he lagad,
Ar pez ’deù da ober, ’wit-omb ’dlè beza mad ! —