Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— « Korfet braò è ma mestrez, bàlé é rà er-fad,
» Ruz eò ével eur rozenn, ha glaz hi daoulagad ! » —
Eùz hò moueziou ’oa anad mad
Na oant c’hoas nemed bùgalé,
O vessà ar zaoud bars ar prad,
Unan oa plac’h, paotr egilé.
— « Jànik, ’skrijé ar paotr Fanchik,
» Pé-lec’h oud-ta, pa n’as gwelan ?
» Sav da vàz d’ann neac’h eùn tamik. —
» — Sell ! sell ! ma gwelet ’rèz breman ? —
— » Na ràn ket da ! deùz ’n kreiz ar prad,
» Duhont en tàl ar vuc’h penn-gwenn. —
» — Sell ! — ah ! bréman as gwelan mad,
» Gant da vròz-c’hlaz, ha diarc’henn. —
— » Diez è da zaoud da diwall ? —
» — Ia ! ma c’hòlé ha ma buc’h-dù
» War ar melchon, bars ar park-all,
» ’Vel ma pellaan, ’vé diouc’h-tu.