Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E maint en penn ar park ! Sétu tònt ar vàtez,
Ha war hi fenn gant-hi laès-kaoulet ha krampoez.
Ah ! gwella ma kavfònt bremaïk hò mérenn,
’N hò c’hoanzez war ar ieod, en skeud eur c’hòz derwenn !
Eur c’hornaded bùtun vezò gret goudé-zé,
Eul lòmik gwin-ardant vò iwe, martézé.
Holl hò gwellfet laouenn, ha heb damant d’hò foan ;
Ha d’all labour kerkent, béteg ma vò koulz koan ! —
Labourerienn ma brò, Méderienn kalonek,
Pé-ré a bed Doue bemdez en brezonek,
Warc’hoas éman ar zul : goudé ann oferenn
Er pardon e tansfet, lammfet war ar c’hlazenn ;
Ha pa gùzò ann heol, e teufet holl d’ar gèr,
O c’hoarzinn, ò kàna, laouenn ha dibreder.
Efflam a breenò kraon-amandez da Fantik,
Hag Ervoan ha Iannik ’ambrougò hò dousik.