Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/242

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ann holl a làvar ez oùn koant,
Ha koantiri a dalv arc’hant :
Me a fell d’ìn kaout eur mabik
Eùz a di mad, ha pinvidik. —

Pa oann ò kanna war all lenn,
Eùn evnik ’làraz uz d’am penn :
« — Oc’h avalou ’wenvò, merc’hik,
» Hò roët bùhan da Laouik ! »

Kenavò d’am zri avalik,
Kèn flour, kèn ruz ha kèn koantik !
Da Laouik hò c’hassan raktàl,
Henès ’debrò ma zri aval !

Tri aval rù, tri avalik
Am eùz, hag a ’zo ken koantik !
Hag ann neb am c’hàrò raktàl,
’Roïn d’ez-han ma zri aval. —


————