Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/248

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


— « C’hui-vad a zò klasket dreist ann holl, Jannédik.
» Gant tud iaoùank ar vrò ! med diwallet, merc’hik,
» Rag c’hoas oc’h iaoùankik ; dibabet d’ìn bepred
» Eur penn-tiègez mad, gant parkou ha loëned.

» Iannik al Lagadek ’zò eur paotr stumed-mad,
» Nerzuz ha kalounek, koulz ’vel ma ’z eo he dad ;
» Na ev ha na c’hoari ; hennez ’zo dèn a-benn,
» Leùn he zaolier a ed, hag he graou a oc’henn.

» Ann holl er vrò hen goar, he dud ’zò pinvidik,
» Ha mar kàret selaou, ’larin dec’h pòlezik : —
» Heb màdò, peurvuia, ’vé bezr ar garantez !
» Diwezatoc’h welfet ha mè làr gwirionez. » —

— » Iannik al Lagadek ! eur genaouek ’vel-sé !
» Ha da bétra dàlfé d’ìn-mé boùt koant neuzé ?
» Kement ’kàr hé gezek, he zaoud, ar paotr Iannik,
» Na gavfé ket amzer d’am c’haroùt eun tammik !