Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
KENAVO !
————
Kenavò, Mari, ma dousik,
Kenavò, mé ’ia bremaïk
Dùhont, dindan ar mògerò,
Da verwel, ò tifenn ma brò !
A-beb-tù ’tenn ar c’hanonou,
A-beb-tu ’soon ann trompillou,
Rèd è mònet a galon vad,
Hag heb aoùn, ’vel eur gwìr Vreizad !
Mé ieï gant eur galon laouenn,
Er renk kenta, huël ma fenn ;
Me varwò heb keuz, ’wit Doué,
’Wit ma brò ha ’wit ma Roué.