Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/256

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Kimiad, kimiad ewit ar bed,
Lec’h na dleomb ken ’n em welet,
Ni ’n em gavò en Env eùn deiz,
Gant holl zoudarded vad ar feiz.

Ar bouledou a uz d’am fenn,
En ear, a c’huistel ò trémenn,
Holl ’ma en tàn ar mògerò,
A-beb-tu ’welan rè vàrò.
 
Setu, setu deiz ann eured !
Ma goad-mé eò gwin ruz ar pred,
Hag ar c’hanon hag ar c’hlèzron,
En lec’h ar biniou, a zoon ! —

Deuz ta, deuz ta, ma c’halonik,
Ma trémenin war da vìzik
Ar walenn a briadèlez,
Kaeroc’h wit hini Rouanez.