Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
» Néomb ta, néomb kalònek,
» Kéràd ez ann neud, daou wennek
» Al livr, er marc’had dìveza…
« Ann heol n’eò ket prest da gùza.
» Foenerienn ’zò dùhont er prad,
» Treuzet gant ar c’hoez ho dillad…
» Gwelloc’h, gwelloc’h kalz eò bea
» War dreuzou ma dòr ò néa !
» Dre-holl a zò bréma bleùniou,
» Bars ar parkou, war ar c’hleuziou ;
» Bleùn bàlan, spern-gwenn ha burlu
» ’Welan en drò d’ìn, a-beb-tu.
» Ann evned a gàn uz d’am fenn,
» Er wezenn faou hag en derwenn,
» Ha pelloc’h dùhont ar goukou,
» Hag ann durzunel, er choajou.