Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
KLEMGAN BRIZEUK.
————
Merwel evit beva. —
Kanvou, kanvou d’id, Breïz-Izell !
Hirvoudet ha skuillet daerò,
En lez ar mor dòun, c’hui, rec’hell,
En kreiz ar c’hoajou, c’hui, derò ! —
Ann ankou kriz, evel eur bleiz,
Pa deù, er goanv, è-maez ar c’hoad,
A falc’h hep truez e brò Breiz ;
He falc’h zo rù gant ar goad. —
Med gant ar goad-se ’zò c’houez vad,
C’houez ar ròz ha c’houez ar spern-gwenn ;
Goad eur barz eo, eur gwir vreizad,
’Gàne he vrò en pep tachenn ! —