Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Marw eo Brizeuk, barz ann Armor,
Evit bewan en eur bed gwell ! —
Kànit kanvou, koajou ha mòr,
Eostik-nòz, klemm a vouez huël. —
Mari ar Vouster, war he vez
Pedet Doue hag ar Werc’hez ;
Ha laket eur ròzen nevez
Uz da galon ar c’hàner kèz. —
Hogen pelec’h vò doùaret
Korf ar barz a gàne ken mad
Ar vrò gan-eomp-ni holl kàret,
Mòr trò-war-drò, hag e kreiz, koad ? —
Lakaët-han e Beg ar Raz,
Hag eur peulvan a uz d’hi benn,
Dirag Sizun, ma welo c’hoaz
Al leanezed o tremen. —