Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/42

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


En ho Kademi, Gallaoued,
N’hoc’h eùz ket goulennet Barz Breiz,
En deùz bepred ken brao kànet
He vrò Breiz-Vihan hag ar feiz. —

Mad oc’h eùz gret, rak er bed all
Ema gant Gwenc’hlan, Aneurin,
(Eur C’hademi ha n’eo ket fall)
Gant Taliesin ha Marzin. —

Hogen en Breïz ’zo barzed c’hoaz ; —
Kànet holl he veuleudiou
Pere bàdo er vrò mil bloaz ;
Kànit holl ha zavet gwerziou. —

Me ’garfe c’hoaz, dreist ar mòr glaz,
D’hon breudeur a choùm e pell-brò,
Douget war diou-askell plùn braz,
Gallout làret : — « Skuillet daero ! —