Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


» Rag n’hellin mui gwelet ma skeùd,
» Na stered an oabl ken nebeud :
» Selaouet pedenn ann envnik,
» N’ stravillet ket an dour, merc’hik ! »

Mònik a lavaraz neùze
D’ann envn a gomze er stumm-zé :
— « N’as be doan, ann dour stravillet,
» Heb dàle pell, ’ve sklezr ha net ;

» Med, siouaz ! en deiz ma teùiz
» El lec’h-ma gant Iannik Kariz,
» Ann hinin am eùz re gàret,
» Ah ! neùze ez oa did lâret : —

» Oh ! na stravillet ket, Iannik,
» Kàlon hag ene ar plac’hik,
» Na voint ken gloan, na skeùdoint ket
» Ar stered, an heol beniget ! » —


————