Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Med hi na ree med hò goapàd,
Distreï gant faé hi daoulagad : —
« — Adrèn ! — m’è-z-hi, — paotrik ar zaoùt !
» N’è ket da seurt a fell d’in kaoùt !
» N’ c’hoùlennan ket eùn debrer iod,
» Eur mic’hiek, eur bris-diod,
» Nag iwe eùn turnier-doùar,
» N’oùn ket ’wit ar rùmm-ze, c’hui òar ? » —
Gaodik koant, me anvez hò tad,
Iwe ho mamm, kristènien vad,
A vew en poan, en paourentez ;
Hò klewet a zò eùn druez. —
II.
Setu dimèzet Gaodik koant,
D’eùn dèn ’c’hòne kalz a arc’hant,
Ha bét d’ez-hi eur Cheminod,
’Sò hi c’hànò Limousinod.