Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KANAOUEN AR C’HAWEL.


————

Kousk aze, ma mabik bihan. —
Èlik gwenn, gant hi vleo melon,
Kousk aze en kornik ann tàn,
Eet è da dad da Lannuon. —
Kousk aze, ma mabik bihan. —

Kousk aze bùan, ma c’halon. —
Ewit préna did eùn oanik,
Da dad ’zo èet da Lannuon,
Eùn oanik gwenn hag eùn estik. —
Kousk aze bùan, ma c’halon. —

Kousk aze ’n es liennou gwenn. —
Hag a weli, dre da hùnvré,
Oanigou ann ef uz da benn
O peûri bars ar glìz-beuré. —
Kousk aze ’n es liennou gwenn. —