Pajenn:Luzel - Bepred Breizad.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

’Wit hon mignoned, hon broïz,
A zò bet gant Doue galwet : —

Eùn-all ’wit ann boll eneou
Dalc’het en tàn ar purgatoar,
’Wit ma teurvezo hon Aotrou
Hò dìgemer eùn deiz ’n he c’hloar.

De Profundis clamavi, etc.


— EUR VOUEZ HE-UNAN. —


Eùz a greiz pûns dòn ar poaniou
E krìan hò trezeg Aotrou,
Aotrou selaouet ma c’hlemmou ! —


— HOLL. —


Troët hò tiou-skouarn, ma Jezuz,
En-trezeg ma mouez truezus,
Ha bezet d’in karantezuz ! —