— Diskouezit d’in penoz ober, mamm-goz, ewit gwelet. —
— Sell, evelhenn, mabig.
Hag a votas he fenn en toull. Met kerkent mab ar Pesketaer a grogas en he zreid, hag hi zanfoeltras war ar rod goloët holl a aoeteno.
Hag a koueas d’ann traon, draillet munud evel brenn-heskenn.
Neuze ec’h a da vale dre ar c’hastell, da welet ha na gavo ket he vreur. Ma tigwez gant-han ul Louarnes, pehini a lar d’ehan : —
— Penoz oc’h euz c’hui gallet dont ama ?
— Petra, c’hui a gomz iwe ? a c’houlennas, souezet braz.
— Evel ma welet.
— Oh ? me am euz gouveet ann tu da dont a-benn euz ar vroac’h koz.
— Penoz se eta ?
— Penoz ? tolet am euz anehi war he fenn bars ar vilinn aotenno, hag ez eo bet draillet munud evel brenn-heskenn.
— Oh ! me ’gare a ve gwir a larfac’h ?
— Na euz netra a wiroc’h, kredit anoun, pa larann d’ac’h.
— Neuze oc’h euz ma delivret !
Ha kerkent a oe troët al louarnes en ur brinses ar gaera.
— Pemp-kant vloaz a oa, emehi, a oan-me dalc’het aman indan gazel-gae gant ar zorseres milliget se !
— Ha ma breur paour, na ouzoc’h doare anehan ? —