— Ho preur a zo bet tolet gant-hi er vilinn-aotenno, hag ec’h eo bet draillet munud evel brenn-heskenn. Met na euz ket a forz ; me am euz dastummet holl, he gig, he wad hag he eskern, ha gant ur vuredad dour a vuhez a zo en kambr ar vroac’h-koz a rentfomp d’ehan c’hoaz ar vuhe.
Laket a oe ann holl dammo en ur bern, kig, gwad hag eskern, tolet war-n-he ur vuredad dour a vuhez, ha kerkent a weljont o sevel ac’hane mab all ar Pesketaer, beo ha iac’h evel biskoaz, hag a laras : — me a-vad am euz kousket !
— Ia, ma breur paour, ha penamet-on hag ar Brinses-kaer ma, na vijes ket dishunet c’hoaz !
Ma em doljont ann eil en kerc’henn egile, hag a oeljont gant ar joa da em gavoud. Neuze a tristrojont ho zri en tu-all d’ar c’hastell, hag ar vroeg iaouank a oe souezet o welet daou bried dehi el-lec’h unan, ha na wie ket pehini a oa ann hini gwir, kement ha ma oant henvel ann eil euz egile. Ma oe kontet holl d’ehi. Neuze ec’h anaveas perag ann eil hen defoa laket ur c’hleze noaz er gwele, epad ann noz hen defoa tremenet gant-hi.
Neuze an hini an-he na oa ket dimêt, a dimêzas d’ar brinses hen defoa delivret hag a oa en stum ul louarnes.
Laket a oe kerc’had ar pesketaer koz hag he vroeg, en ur c’harronz kaer, hag a oe eno neuze, epad ur miz penn-da-benn, festo, danso ha c’hoario evel n’och euz gwelet biskoaz.