tont gant ann hent ur marc’hadour, pini a hee da foar
Wengamp, ha gant-han tri a gezek sammet a varc’hadoures. Ma teuas aoun d’ann aotro.
— Eomp da em guza dreg ar c’hleuz, emehan, ken a vo tremenet ar marc’hadour-se.
Mont a reont dreist ar c’hleuz er park. Ar miliner, en he zac’h, a oe harpet euz ar c’hleuz, war vord ann hent. Pa glewas trouz kezek ar marc’hadour, o tremen a-biou d’ehan, a em lakaas da grial : — Nann, na gommerrinn ket anehi ! na gommerrinn ket anehi !
Ar Marc’hadour, souezet, a dostaas d’ar zac’h : — Sell ! sell ! emehan, petra eo kement-man ? — Egile a grie bepred : — Nann, na gommerrinn ket anehi ! na gommerrinn ket anehi ! —
— Na gommerri ket piou ? a c’houlennas ar marc’hadour.
— Penheres un aotro pinvik-pinvik, a deûz bet ur bugel, hag a fell d’he zad ober d’in he c'hommer.
— Ha gwir eo pinvik-braz ?
— Ia, ar pinvika euz ar vro.
— Ma ! me a zo kontant d’he c’hommer.
— Deut aman neuze buhan er zac’h ha me aïo e-mèz.
Mont a ra ar marc’hadour er zac’h, ar miliner a skoulm warnehan, ha neuze a kommer he skourjez hag ec’h a etrezeg Gwengamp, gant ann tri marc’h sammet a varc’hadoures.
Pa oe êt-kuit, ann aotro hag Iann-vraz a retornas d’ho zac’h.