Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —
— Ia, me oar vad ; med mad a ve d’ac’h hasta, mar oc’h euz c’hoant mont da welet.
Hag ann aotro d’ar gèr gant he vewel ; ha d’ar stank ! Iann-vraz a lampas da genta en dour, hag evel ma oa braz-kaer, a save c’hoaz he dorn warc’houre ann dour, da c’houlenn zikour, rag na wie ket neuial.
— Sell ! eme ann aotro, diskouez a ra d’in gant he zorn lampad pelloc’h ; michamz na eo ket êt beteg ann aour.
Hag a kommerras ke lanz, hag a lampas pella ma c’hallas.
Hag a-boe na euz bet kezlo a-bed an-he.
Ha setu aze kaoz ar miliner hag he aotro. —
Kontet gant Barba Tassel. —
En bourk Plouaret. — Miz kerdu — 1868.
__________