— Hag ec’h azejont da c’hortoz. Ar vates a lakaas neuze daou drebez war ann oaled, hag a rez tan indan-he. Goude a kommerras ar varac’h a oa ann toaz en-hi, wit hi zostaad d’ann oaled. Met setu ma tifonz ar varac’h ; ha skuillet war ann douar holl ar pez a oa en-hi ! hag ar vates da estlammi ; hag ar vestres da grozal !
— Breman, Aotronez, emehi, ec’h hallet mont da glask krampoez el lec’h-all, rag ewit aman na vo ket a grampoez fete !
— Eo ! eo ! gant graz Doue, a laras hon Zalwer.
Ha gant penn he vaz a stokas ar varac’h a oa êt a bezio, ha setu-hi da dont kerkent en he fez hag ann toaz en-hi. — Ha souezet braz tud ann ti ! — Hag a oe gret krampoez, hag a tebrjont, hag ec’h ejont goude en hent are. Met a-rok mont-kuit, hon Zalwer a laras d’ar vates : — Ha dalc’hit sonj-mad, ma flac’h, ez eo mad laret bepred : Mar be bolante Doue [1] !
Kontet gant Marc’harit Fulup, a baroz Plunet.
Miz ewenn 1869.
- ↑ Les paysans bretons ont sans cesse cette phrase à la bouche, quand ils expriment un désir ou un espoir.