Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/110

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Marteze a vefet zalwet,
Rag ewit-on-me na vinn ket. —

   Mari Gelenn, vel ma klewaz,
Da wisko hi dillad a ieaz ;

   Da wisko hi dillad eo et,
Da vont da Vurtul d’ar retret.

   Mari Gelenn a lavare,
En bourk Burtul pa arrue :

   — Ez ian da vonet d’ann daoulin
Dirak Jezuz, ma mestr divin ;

   Hag a-rok mont da govesat,
Ma c’houllinn pardon wit ma zad. —

   Mari Gelenn a ia brema
Da goves gant ar joaüsa.

   Da zeiz belek deuz kovesed,
Hep kahoud absolvenn er-bed ;

   Hini ann-ezhi n’absolvje,
Rag ma lavar ar wirione.

   Pa oa gant ann hent o tonet,
Ur belek iaouank deuz kavet :

   — Mari Gelenn, d’in leveret,
Pelec’h er giz-ze m’a ’z oc’h bet ?

   Rag bet ez oc’h un tu-bennag,
Pa ’ma ’nn dour war ho taoulagad ? —

   — Bet ’on ’n bourk Burtul, er retret,
Da zeiz belek ’m euz kovesaet :

   Da zeiz belek ’m euz kovesaet,
Met hep kahoud absolvenn ’bed. —

   — Mari Gelenn, deut war-ho-c’hiz,
Wit ma ’z aimb hon daou d’ann iliz. —

   Hema ’zo ur belek iaouank,
Hen euz gant-hi nec’h ha tourmant.

   Bars ann iliz p’eo arruet,
Da Vari Gelenn ’n euz laret :

   — Mari Gelenn, kovesaët,
Ha na nac’het pec’het er-bed. —

   — Ar c’henta bugel a c’hanis,
En krafenn ann tan hen pakis ;

   En krafenn ’nn tan ’m oa-han paket,
Ha ma zad a zo d’in kiriek.