Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/114

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Ann arc’h pa ’z eo bet digorret,
Netra en-hi na zo kavet,

   Met un tamik euz hi c’halon,
Marteze ’vel boed ur graouenn :

   Marteze ’vel boed ur graouenn,
Un dra derrupl oa da gomprenn !

   ’N he vouchouar ’n euz-han laket,
Da vourk Burtul gant-han eo et :

   Da vourk Burtul gant-han eo et,
War vur ’r vered ’n euz-han laket ;

   War vur ’r vered ’n euz-han laket,
D’ofernia wit-hi ez eo et.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Belek bourk Burtul’ a lare
D’ann aotro ar Fleur en de-se :

   — Mar trec’h ’l mal-bran war ar goulm-wenn,
’Z aï Mari ha te d’ann ifern ! —

   Dre c’hraz Doue hag ann Drindet,
Ar goulmik-wenn ’deuz gonezet ;

   Ar goulmik-wenn ’deuz gonezet,
’Nn aotro ar Fleur ’zo delivret !

   ’Nn aotro ar Fleur ’zo delivret,
Ho daou d’ar baradoz int et.

   Et int ho daou dirag Doue,
Ha graz d’imb holl da vont iwe !


Kanet gant Mari-Anna Ann Noan, paourez-koz,
parroz Duault.


─────────