Mar plij ganec’h a selaoufet
Ur werz a zo newez-zavet ;
Ur werz a zo newez-zavet,
Da C’haran ar Briz ez eo gret.
Arru eo ’r mandat a neve,
Rigouruz a-beurz ar roue,
Da lakad tenna d’ar billet,
Choas ’r c’horfou gwella ar wazed,
’Dalek ann oad a dric’houec’h vloas,
Beteg ’nn oad a dri-ugent vloas.
Personn Cavan a lavare
En he gador pa sermone :
— Orsa eta holl, Cavaniz,
Ur c’hezlo trist en ho iliz !
Korf ha mado ’z omp d’ar roue,
Hag hon ine ’zo da Doue.
Warc’hoas ama c’hui em gavo,
Wit-oc’h holl me oferrinio ;
Wit-oc’h holl me oferrinio,
Ganec’h d’ Lannuon me’ ielo. —
Kriz vije ’r galon na oelje
En Lannuon nep a vije,
O welet Cavan ha Ploubezr,
Asambles o tiskenn en ker.
Ann taol a dek-heur ’zo skoët,
Parouz Ploubezr a zo galwet ;
Parouz Ploubezr a zo galwet ;
Gant hini na eo digwezet.
Parouz Cavan a deuz tennet,
Gant Garan ar Briz eo digwet.
Garanik ar Briz a oele,
Na gave den hen konzolje ;
Na gave den hen konzolje,
Met he baeron, hennez a ree.