Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/120

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Kanvo d’ann noz ha d’ar beure,
Ha karillon war ar c’hreiz-de !

   Ha grit ma klewinn ann-ez-he
Hag a veen pemp-kant lew out-he ! —


IV


   Garan ar Briz a lavare
En kreiz ann arme, un de oe :

   — Arretet, kabitenn, ’r penned,
Kleïer Cavan am euz klewet ! —

   — Penaos a klewfes ann-ez-he,
Ha te pemp-kant lew dioud-he ? —

   — Laket ho troad war ma hini,
Hag ho c’hlewfet kerkoulz ha me. —

   He droad war h’ hini ’n euz laket,
Kleïer Cavan hen euz klewet.

   He gabitenn a lavare
Da C’haran ’r Briz eno neuze :

   — Me ’skriv did Garan, da gonje,
Da vonet d’ar ger da vale. —


V


   Garan ar Briz a lavare,
’Tal feunteuniou Cavan p’arrue :

   — Petra ’zo a-newez ama,
Ma soon ar c’hleïer er giz-ma ? —

   — Tri de ha ter nozwez a zo
E maint noz-de o soon kanvo ;

   E maint noz-de o soon kanvo,
Hep kristenn ganet war ho zro !

   Kanvo d’ann noz ha d’ar beure,
Ha karillon war ar c’hreiz-dé ! —

   Garan ar Briz a lavare,
Prennestr gwele he vamm pa dremene :

   — O Doue ! marw eo ma mamm-me,
Pa n’ ’ma hi fenn ’n prennestr hi gwele ;

   Pa n’hi gwelann ’n prennestr hi gwele,
’Welet a be-duz arrijenn-me. —

   Garan ar Briz a lavare,
’N presbitor Cavan p’arrue :

   — Roët d’in-me ma alc’houezo. —
— Lec’h poa ho laket c’hui ho c’havo. —