Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/122

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Garan ar Briz, pa ’n euz klewet,
’N he alc’houezou a zo kroget ;

   ’N he alc’houezou ez e kroget,
’Nn or war he vamm ’n euz digorret.

   Oa he vamm-baour war leur-an-ti,
Peder gwerc’hes hi lienni ;

   Peder gwerc’hes hi lienni,
Peder sierj koar dira-z-hi.

   Daou bok d’he vamm hen euz roët,
Ha war ar plaz ez e marwet.

   Emaint ho daou war ar varw-skaonv,
Doue d’ bardono ann anaoun !

   Emaint en palez ann Drindet,
Graz d’imb da vont di d’ho gwelet !


Kanet gant Mari-Job Kerival, matez
en Kerarborn. — 1848.


──────────