Me ’c’h azeza war ar c’hlazenn,
Tapout hi fenn war ma barlenn ;
Tapout hi fenn war ma barlenn,
Hag a vanaz kousket soudenn.
O tont un dra da laret d’in :
— Laz da vestrez, zent a-ouz-in ;
Laz da vestrez, zent a-ouz-in,
Hag itron en hi flaz e vi ! —
Euz ann dra-ze am euz zentet,
Ma mestrez vad am euz lazet ;
Ma mestrez vad am euz lazet,
Seiz taol-kontel d’ei ’m euz roët.
P’am boa lazet ma mestrez vad,
Na ouienn pelec’h hi lakad.
O tont un dra da laret d’in,
Dre ma oann ken nec’het gant-hi :
— Na kerz te gant-hi d’ar poull-glaou,
Ha kuz ’nn ez-hi gant deilou-kraou. —
Me a ieaz neuze d’ar pardon.
Doue ’ouie ma intantion.
Me o rankontr ma mestrik mad,
O kana hag o c’huibanad ;
O kana hag o c’huibanad,
Me ’roaz d’ez-han kalonad !
— Ma mestrez vad a zo lazet,
Bars ar c’hoad, gant ar forbaned !
Me vije iwe, penamet
E-meaz ar c’hoad am euz redet. —
— Ma vijac’h bet fidel d’ez-hi,
C’hui vije lazet koulz ha hi ! —
Ma mestrik mad, p’hen euz klewet,
Ter-gwes d’ann douar ’zo koezet ;
Ter-gwes d’ann douar eo koezet,
Hag am euz-han bep-gwes savet :
— Tawet, mestrik, na oelet ket,
Me ho servijo ’vel bepred ;
Met n’inn ket ganec’h da gousket,
Ken ’vomp dimet hag eureujet. —
Sevel ’ra ’tre-z-he prepoziou
Na diwar-benn ann dimiziou.