Pa oant dimet hag eureujet,
Hi poent da vonet da gousket,
’C’h antrenn ar c’horf maro en ti,
Ha seiz sierj koar dira-z-hi ;
Seiz sierj allum dira-z-hi,
Unan a oa war bep-gouli.
— Savet al lec’h-se, minorez,
C’hui oc’h euz lazet ho mestrez ;
C’hui ’c’h euz lazet ho mestrez-vad,
Tamallet d’ar forbaned er c’hoad ! —
Hi friet, pa hen euz klewet,
’Meaz he wele a zo zavet ;
En ur fuzul ez eo kroget,
En aviz hi lazan eo et :
Met ar c’horf maro ’n euz laret :
— Ma fried paour, n’ hi lazet ket,
Met hi leusket da glask hi boed,
Etre Cavan ha Tonquedec[1],
Lec’h na vezo ket anvezet,
M’ tamanto hi c’horf d’hi fec’het ! —
Kanet gant Janet Ar Gall.
Plouaret, 1853.
Me oa iaouankik, wit a oad,
Pa varwaz ma mamm ha ma zad :
Ha me da vale dre ar bed,
Da glask ur re d’am c’homerret.
Pa oann o vont gant ann hent-braz,
Daou den iaouank a rankontraz ;
Ur plac’h iaouank, vel un itron,
Un den-jentil, ’r giz d’ur baron.
- ↑ Deux communes des environs de Lannion.