Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/132

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Ma lare ann eil d’egile :
— Kassomp ganimp ar bugel-me ;

   A vrema hon divertisso,
P’ vo deut en oad hon servijo. —


II


   Ma lare ar mestr d’ar vestrez,
— Dimezomp ’r mewel d’ar vatez. —

   — Dimet ho mewel pa garfet,
Ma matez na vo ket dimet ;

   ’Benn ma timezinn ma matez,
Me renk ober gant-hi tiegez ;

   Me renk ober gant-hi tiegez,
Pevar eujenn, peder buc’h leaz,

   Diou boezellad a bep-seurt ed ;
En ti hi mamm n’ho c’havjac’h ket. —


III


   Pa ’z ia ma mestrez d’ar pardon,
Me ia gant-hi, evel rezon ;

   Me ia gant-hi, evel rezon,
Dre ma oann plac’hik a-feson.

   Pa oamp-ni o tremenn ar c’hoad,
Ha ni o vont da disheoliad ;

   Oc’h azeza war ar c’hlazenn,
Tapout hi fenn war ma barlenn.

   O tont un dra da laret d’in :
— Kommer da gontel ha laz hi.

   Te a vo laket en hi lec’h,
Te ’vezo groeg ann tiegez ;

   Kuz ann ez-hi ’n touez ann deillou,
Met hi botou hag hi loerou…… —


IV


   Ar vinorezik a lare
Er ger d’hi mestr pa arrue :

   — Itron Varia ann Drindet,
Ma mestrez paour a zo lazet !

   Lazet ez eo ma mestrez-vad,
Gant ar forbaned, bars ar c’hoad ! —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .