Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/136

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


AR VATES VIHAN.
——————


I


   Selaouet hag a klewfet, hag a klewfet kana,
Ur zon a zo bet savet a-nevez wit ar bloa,
Gret da ur vates vihan a oa o serviji
’N un noblanz gant un aotro, m’ho ped da ententi.

   Ann aotro ’n doa ur merer dlee d’ez-han kant skoed,
Hag a lakaz ar serjant da vonet d’hen kavet.
Ar merer, p’hen euz gwelet ar serjant arruet,
Hen euz komerret he vaz, da di he vestr eo et.

   Un eiz dewez a dermenn out-han ’n euz goulennet ;
— E-lec’h eiz dewez, merer, me a ro did pemzek :
Wit me na vinn ket er ger, ma mates vihan ’vo,
Ar gouitans ’vo en armel, ma merer, m’hi zino. —


II


   Pa ’n euz kontet he arc’hant serret he zinerou,
Komerret hen euz he vaz, wit mont d’baëa ’nn aotrou.
Pa oa kontet he arc’hant, laket ann asuranz,
N’hen doa biskoas ar sonj da c’houlenn he gouitanz.

   Pa oa erru gant ann hent, gant ann hent avanset :
— Aotro Doue ! eme-z-han, me oar ez on manket,
Ia, o veza n’am euz ket ar gouitanz goulennet,
Ha mar deu ar plac’h da nac’h, setu me glac’haret ! —

   P’arru ann aotro er ger, kerkent ’n euz goulennet ;
— Na eo ket bet ma merer ’baoe euz ho kavet ? —
— Oh ! nann a-vad, eme-z-hi, n’am euz-han ket gwelet,
’Ma ho kouitanz en armel, lec’h m’ho poa hi laket. —

   Komanset eo da bec’hi, da ofansi Doue,
Laket hen euz ar serjant d’ vont d’ar merer arre.
Ar merer, p’hen euz gwelet ar serjant arruet,
D’ann douar a zo kouezet, hag a zo fatiket.

   Ar serjant ’oa un den-mad, hag hen euz-han savet ;
Hag hen euz-han bet savet, ha d’ez-han lavaret :
— Deuz ganin-me, merer paour, deuz ganin d’ann noblanz,
Me a raï did kaout arc’hant, p’ autramant da gouitanz. —

   — Perag, eme-z-han, aotro, n’ ret d’ann den-ma kouitanz,
P’hen euz paëet hi arc’hant, laket he asuranz ? —
— Penaoz ta, ’me ann aotro ec’h hallfenn ober-ze,
Pa n’am euz gwelet biskoas liard euz ann ez-he ? —