Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/138

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Goullet e ’r vates vihan da zont d’ann nec’h, d’ar gambr,
Da welet a hi anzao ar gouitanz pe ’nn arc’hant.
— Perag ta, mates-vihan, n’ ret d’ann den-ma kouitanz,
P’hen euz paeet ann arc’hant, ha laket asuranz ? —

   — Penaos eta, eme-z-hi ec’h hallfenn ober-ze,
Pa n’am euz gwelet biskoas liard euz ann-ez-he ? —
Ar merer, pa ’n euz klewet ann-he gant ho freposiou,
Diskennaz en eur oela, a zo deuet d’ann traon.


III


   Pa eo erru gant ann hent un tammik avanset,
Setu ’n den-jentil iaouank hen euz bet rankontret :
— Na lar d’in-me merer paour, petra ’ra did goela,
Pa deuz euz a di da vestr, pa oud-te ken trist-ma ? —

   — Aotro Doue ! eme-z-han, petra zervij d’in nac’h !
Me ’m euz kollet brema deon pemp kant skoed gant ur plac’h ! —
— Deuz ganin-me, merer paour, ha retorn war da c’hiz,
Me a raï did kaout kouitanz peautramant aviz.

   — Perag, eme-z-han, aotro, n’ ret d’ann den-ma kouitanz,
P’hen euz paeet he arc’hant, laket he asuranz ? —
— Penaos ta, ’me ann aotro, ec’h hallfenn ober-ze,
Pa n’am euz gwelet biskoas liard euz ann ez-he ? —

   — Gret-c’hui d’ho mates-vihan dont d’ann nec’h bars ar gambr,
Da c’houd a hi anzavo ar gouitanz pe ’nn arc’hant.
Perag ta, mates-vihan n’ rez d’ann den-ma kouitanz,
P’hen euz paeet he arc’hant, laket he asuranz ? —

   — Me c’houlenn tan d’am dewi, ann diaoul am dougfe,
Mar am euz gwelet biskoas liard euz ann ez-he ! —
— Gaou lares, mates-vihan, bars en kreiz da ine !
Rag e-maint en ur ialc’had en golc’hed da wele.

   Rag e-maint en ur ialc’had en golc’hed da wele,
Kalz a draou a t’euz laeret a zo eno gant-he.
Mar zo bet lazet, aotro, tri mewell-braz ’n ho ti,
Ez eo ho mates-vihan a zo kiriek da-ze ! —

   Ann aotro, p’hen euz klewet komz ’hi dri mewell-braz,
Ter-gwes d’ann douar goezaz, ter-gwes a fatikaz ;
Ter-gwes d’ann douar eo koet, ter-gwes eo fatiket,
Ann diaoul a oa er gambr hag hen euz han savet.

   — Arsa, eme-z-han, aotro, mar eo ar plac’h-ma d’ac’h,
Pe dre dan pe dre awell ’vo lamet diganac’h ?
Mar ia ganin-me dre dan, ’vo dewet ann noblanz,
Mar ia ganin dre awell n’ vo ket ker braz ofanz. —

   Dont ’ra ur c’houad-awell hag a zo krenv meurbet,
Ha da greiz stang ar vilinn hï a zo bet taolet !……
Ur meliner iaouank a oa o serri ann dour,
Hen deveuz bet astennet he vrec’h wit hi zikour.