Ar fulor euz ann arc’hant hag ar plac’h milliget
Ho deuz bet beteg he skoa brec’h ar meliner dewet ;
Ho deuz bet beteg he skoa brec’h ar meliner dewet ;
Setu enor ha profit denner euz ar merc’hed ! —
— Dom Iann Derrien, kousket a ret,
War ar plun dous, me na rann ket ! —
— Petra ’zo d’ar c’houlz-ma ann noz
E-toul ma dor oc’h ober trouz ? —
— Me eo ho mamm, Dom Iann Derrien,
’Zo ama ’c’h ober pinijenn ;
’Zo ’c’h ober pinijenn garo
Dom Iann , ’baoe ma ’z on maro.
— Ma mammik paour, d’in lavaret
Petra ’zo defaot ’n ho andret ?
— Gwez-all, pa oann war ar bed-ze,
Me am boa gret ur bromese,
Da vont da zant Jakez ’nn Turki ;
Hir eo ann hent, ha pell mont di ! —
— Ma mammik paour, d’in lavaret,
Servijout ’raë d’in monet ? —
— Servijout raë d’ac’h monet,
Evel ma unan, ma veenn bet. —
Dom Iann Derrien a lavare
D’he dad ha d’he c’hoar, en de-se :
— Ma zad, ma c’hoar, mar am c’haret,
Roït d’in daou pe dri c’hant skoed ;
Roït d’in daou pe dri c’hant skoed,
’N ur veaj pell ’m euz da vonet. —
— Brema ta, pa ’z oc’h beleget,
Brema, ma breur, hon c’houitafet ? —