Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/150

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   Ar prosession hi c’homerret,
Hag hi c’halon a zo rannet !

   Doue d’ bardono ann anaon,
’Man hi c’horf-paour war ar var’-skaonv[1]!

   Setu hi liennet, laket ’n hi be,
Bennoz Doue war hi ine ! —


Kanet gant Fanch ar Roue, labourer-douar, 70 vloas.
Plouaret, 1847.


──────────



MATELINA TROADEK.
________


I


   Matelina Troadek’ lare,
D’hi zad, d’hi mamm, un dez a oe :

   — Ma zad, ma mamm, mar am c’haret,
D’ bardon sant Iann n’am c’hasfet ket ;

   Ma speret ’ro da gredi d’in
Mar ’z an war ar mor, beuzet vinn ! —

   — Bezet drouk gant nep a garo,
Da bardon sant Iann c’hui ’ielo ;

   C’hui ’iel’ d’ bardon sant Iann-ar-Biz,
D’ ziskouez he vugel d’ar Markiz. —

   — Deuz ama m’ bugel, m’as gwiskinn,
Rag bikenn mui n’as diwiskinn !

   Ez an d’ lakad ma c’horf-balan,
D’ lakad d’hen prennan ur ruban ;

   Ez an d’ wiska ma habit-wenn,
Ma davanjer taftaz-melenn,

   Ma davanjer taftas-melenn,
Birwikenn n’ho diwiskann ken !

   Adieu ma friet, holl dut ma zi,
Rag birwikenn n’ho kwelann mui ! —

  1. Ce mot est composé de maro et de skaonv, mortis scamnum mot à mot : escabeau de la mort, tréteaux funèbres.