Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/180

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


SANTES HENORI.
________


I


   Selaouet holl hag a klewfet
Ur werz a zo newez zavet ;
Ur werz a zo newez zavet,
Da zantez Henori eo gret.

   Biskoaz hi zad n’euz hi anduret,
Na klasket d’ez-hi mad ar-bed,
Met hi chaseal ’maez he vro,
Hag hi friva euz hi mado.

   Met allas ! klan ez eo chommet,
Ha gwall-aozet gant ar c’hlenved ;
Ma lar d’ez-han ar brofeted,
Mar deen ur vron werc’h vo iac’het :

   Mar deen ur vron werc’h vo iac’het,
Mar be digant un’ e verc’hed……


II


   Ar roue a Vrest a lare
Euz ar mintinn, un dez a oe :

   — Me ia da gaout ma merc’h-henan,
Hounnes a garienn da gentan :
— Demad d’ac’h-c’hui, ma merc’h-henan,
C’hui eo a garienn da gentan.

   Me ’zo aozet gant ur c’hlenved,
Ma lavar d’in ar brofeted
M’am be ur vron werc’h, ’m be iac’het,
Mar be digant nn’ ma merc’hed. —

   — A ze, m’ zad, n’ho sikourinn ket,
Euz un dra-all na larann ket ;
Euz un dra-all m’ho sikouro,
Hep gwaska ma c’horf, na mado. —

   — Me ia d’ gaout m’ merc’h etre-hena,
Hounnes a garienn ar muia :
— Demad, ma merc’h etre-hena,
C’hui eo a garien ar muia ;

   Me zo gwasket gant ur c’hlenved,
Ma lavar d’in ar brofeted
M’am be ur vron werc’h ’m be iec’hed,
Mar be digant ’un ma merc’hed. —