Pajenn:Luzel - Gwerziou Breiz-Izel vol 1 1868.djvu/182

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


   — A ze, m’ zad, n’ho sikourinn ket,
Euz un dra-all na larann ket ;
Euz un dra-all m’ho sikouro,
Hep gwaska ma c’horf, na mado. —

   — Me ia d’ gaout ma merc’h Henori,
Biskoaz ’vat n’ ’m eus karet d’ez-hi ;
Met hi chaseal ’meaz ma bro,
Hag hi friva eus he mado. —

   Ar Roue a Vrest a lare,
En ti Henori, p’ arrue :
— Demad d’ac’h-c’hui, ma merc’h Doue, —
— Ha d’ac’h iwe, ma zad roue ! —

   — Me ’zo gwasket gant ur c’hlenved,
Hag a lar d’in ar brofeted
M’am be ur vron werc’h ’m be iec’het,
Ma ve digant un’ ma merc’hed. —

   — ’Nn aotro Doue da vo meulet,
M’eo red d’ac’h, ma zad, ma c’havet !
It-c’hui war-benno ho taoulinn,
Me ia d’ zibrenna ma feutrinn. —

   Vel m’oa hi feutrin dibrennet,
He bron gant ’r serpant ’zo dantet ;
He bron gant ’r serpant ’zo dantet,
Ur griadenn a deuz leusket.

   Ema Henori ’n he gwele,
Na gave den hi c’honzolje ;
Na gave den hi c’honzolje,
Met hi zad roue, hennes ’ree.

   — Tawet, Henori, n’oelet ket,
Pa viot iac’h, viot dimet ;
Pa viot iac’h, m’ho timezo
D’ vraoa mab baron ’zo er vro. —


III


   P’ oa dimezet hag eureujet,
Bet un nebeud gant hi friet ;
Bet un nebeud gant hi friet,
He vamm ’n euz d’ez-han lavaret :

   Leall, ’me-z-hi, ma mab kloarek,
Braoa ma touges ar bonnet !
Me ’m eus gwelt da vroeg er zolier
Gant ur belek o trouk-ober ! —

   — Tawet, ma mamm, pec’hi a ret,
Ur plac’h-a-feson am euz bet ;